Ma c'halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezio Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaelo Deut eo, siwazh! an devezh ma rankan dilezel Lec'h kaer ma bugaleaj, ma bro, kaer Breiz-Izel! Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn, Tachenn c'hlaz war behini, bugel, e c'hoarien; Gwez ivin ker bodennek, e disheol ar beure E-pad tommder an havo e kousken da greisteiz